[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Cwrt-y-cadno

Eus Wikipedia

Cwrt-y-cadno zo ur gêriadenn eus Kembre, en hanternoz Sir Gaerfyrddin. Emañ en hanternoz da Llandre ha Pumsaint. E kumuniezh Cynwyl Gaeo emañ.

Ur chapel, savet war-dro 1800, zo e-kreiz ar gêriadenn. Ur skol kentañ derez zo ivez.

Tremen a ra ar stêr Cothi dre ar gêriadenn.

Gwechall e oa Cwrt-y-cadno ur c'hroashent a bouez, darempredet gant ar vêsaerien eus Ceredigion pa gasent o chatal da varc'had Smithfield e Bro-Saoz.

E dibenn an XVIIIvet hag e penn kentañ an XIXvet kantved e oa anavezet Cwrt-y-cadno dre Gembre a-bezh, abalamour ma oa an doktor John Harries o chom eno. Brudet e oa an den-se evel divinour hag achantour, gouest da bareañ a bep seurt kleñvedoù ha da ziouganañ an amzer da zont[1].

  1. Kate Bosse Griffiths, Byd y Dyn Hysbys (Y Lolfa, 1977), pp. 38-43.