[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

UTC

Eus Wikipedia
Stumm eus an 28 Her 2013 da 20:01 gant 2.13.222.252 (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

P'eo bet karget ar bajenn-mañ e oa 2024-12-11 T 20:15 in UTC.
(gwelet W3C Date and Time Formats)

Amzer Hollvedel Kenurzhiet, AHK pe UTC, anavezet ivez dindan an anv a amzer sivil. Merkañ a ra an takad eur dave ma jeder diwarnañ an holl eurioù a zegouezh gant an takadoù eur all er bed. Kemeret eo bet gant an UTC al lec'h c'hoariet gwechall gant ar GMT (Greenwich Mean Time: Amzer Greiz arsellva Greenwich, e Londrez) daoust ma vez kendalc'het a-wechoù war ar pemdez c'hoazh d'ober GMT eus an UTC. Krouet e oa bet an anvadur nevez-mañ kuit d'ober anv eus ul lec'h resis en ur standard etrebroadel hag evit diazezañ muzul an amzer war ar standardoù atomek kentoc'h eget war korfoù egor.

Termenet e oa ar GMT dre an heol pe dre ar strered. AN UTC zo muzuliet gant eurieroù atomek. Tra ma c'horreka troadur an Douar, e tap hemañ dale e-keñver an amzer atomek. Goubredet eo an UTC gant an deiz hag an noz UT1, hag ouzhpenner pe dennet e vez eilennoù lamm (leap seconds) e dibenn pep Mezheven ha Kerzu. E karg emañ ar Servij Etrebroadel war Troadur an Douar da dermeniñ an eilennoù lamm diouzh ar muzulioù stadet war troadur an Douar.

Eur ar Genrouedad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz standardoù war ar Genrouedad hag ar Worl Wide Web a ra gant an UTC. Servijer Wikipedia e-unan a implij an UTC da ziazez evit e listenn hizivaat ar pennadoù.

Ar re-mañ eo an tiriadoù ma klot o eur gant hini an UTC : Aod an Olifant, Burkina Faso, Gambia, Ghana, Ginea, Ginea-Bissau, Island, Liberia, Mali, Maouritania, Maroko, Saint Helena, São Tomé ha Príncipe, Senegal, Sierra Leone, Togo, Inizi Faero (Danmark), Inizi Kanariez (Spagn), Iwerzhon, Portugal ha Breizh-Veur.