Klann Fujiwara
藤原氏 Klann Fujiwara | |
---|---|
藤原 鎌足 Fujiwara no Kamatari | |
Proviñs orin | Yamoto, Honshū |
Tiegezh kar | Klann Nakatomi |
Diazezer | Nakatomi no Kamatari (614-669) |
Diazezadur | 668 |
Klann Fujiwara (japaneg) : 藤原氏 Fujiwara uji, ha 藤氏 Tōshi "Ao. Fuji") a oa un tiegezh rejanted a oa galloudus e Japan. Fujiwara no Ason (藤原朝臣 "kar d'an impalaer") e oant, un titl a noblañs a-lorc'h hag a-hêrezh, er marevezhioù Azuka (538-710) ha Heian (794-1185) dreist-holl. Diskennidi eus ar c'hlann Nakatomi e oant, ha drezañ eus an doue ha kami (spered) Ame no Koyane hervez ar wengelouriezh shintō[1] E penn Lez an impalaer e voe ar c'hlann Fujiwara betek an Assavidigezh Meiji e 1868.[2].
N'eus tiegezh ebet anvet Fujiwara e gwirionez, un anv hollek evit ur strollad uhelidi eus al Lez e oa. Pa oa 54 bloaz, ha bloaz kent e varv, an diazezer Nakatomi no Kamatari (614-669) a voe enoret gant an impalaer Tenji dre an titl Fujiwara no Ason, a droas da anv an tiegezh Nakatomi evit holl ziskennidi Katamari. Diwezhatoc'h e voe brudet Fujiwara evel anv ar c'hlann ez-resis.
E penn politikerezh Japan e voe ar c'hlann Fujiwara a-hed ar Marevezh Heian dre ma oant sesshō (rejanted an impalaerion re yaouank) ha kampaku (rejanted an impalaerion c'hour) ha ma lakaent o merc'hed da zimeziñ gant an impalaer en doare da vestroniañ al lignez impalaerel, rak dre hengoun e veze desavet an danvez impalaer e ti e vamm hag e toue fealded d'e dad-kozh.[3],[4]
Betek 1086 e chomas ar galloud leun gant ar c'hlann Fujiwara ; pa dremenas an tron eus an impalaer Shirakawa d'e vab Horikawa e talc'has ar re Fujiwara da lezennata ; ganto e voe lakaet an insei (院政 "melestradur ur manati") e pleustr : ent-ofisiel, un impalaer a zileze e garg hag a dremene d'ur warlec'hiad bet dibabet gantañ ; en e retred, en ur manati peurliesañ, e kendalc'he an ez-impalaer da ren dre guzh tra ma rae an impalaer titlet war-dro deverioù lidel an unpenniezh.[5] Hogen tamm-ha-tamm ez eas galloud politikel ar c'hlann war zisteraat, a-feur ma kreske hini renkad ar samurai.[6]
Gant ar re Fujiwara avat e chomas ar c'hargoù sesshō ha kampaku, ha kuzulierion tost-tre d'an impalaerion e chomjont e-pad an darn vuiañ eus an amzer betek 1868, petra bennak ma voe kemeret ar galloud gwirion gant ar shōgun adalek ar Marevezh Kamakura (1185-1333).
Klann Fujiwara an Norzh a voe mestr war Honshū an Norzh a-hed an XIIvet kantved, betek ma voe faezhet gant ar shōgun Minamoto no Yoritomo (1147-1199).[6],[7]
Marevezhioù Asuka ha Nara
Er bloaz 645, e-kerzh ar Marevezh Asuka (538-710), e krogas levezon ar c'hlann Fujiwara pa voe kaset un taol-Stad gant Nakatomi no Kamatari enep ar c'hlann Soga (蘇我氏 Soga uji), a oa boudaat hag en devoa kemeret ar galloud e-kerzh ar bloavezhioù 580. Kerkent hag o ren ez embannas un aradennad lezennoù nevez, an Adreizh Taika (大化の改新 Taika no kaishin) : ar Stad a voe perc'hennez war an holl zouaroù, a voe ingalet etre al labourerion-douar hervez pennaennoù ar gonfusianegezh ha diwar skouer politikerezh Sina ; marilhet e voe an holl rummoù tud evit adsevel an doare da zastum an telloù.[8] Kreizennañ ar vro ha kreñvaat galloud lez an Impalaerezh e oa ratozh pennañ an adreizhañ.
E 668, an impalaer Tenji (626-672, ren 661-672) a zeroas an titl Fujiwara no Ason da Nakatomi no Kamatari ; an anv a dremenas da ziskennidi e eil mab ha hêr, Fujiwara no Fuhito (659–720), a levezonas meur a impalaer hag impalaerez betek deroù ar Marevezh Nara (710-794). Serc'h an impalaer Monmu (681-707, ren 697-707) e voe e verc'h Fujiwara no Miyako, hag he mab Obito a renas dindan an anv impalaer Shōmu (626-672, ren 661-672), trede impalaer ar Marevezh Nara, 45vet impalaer Japan. Kōmyōshi, unan eus merc'hed all Fuhito (digant ur serc'h all), a voe lakaet da impalaerez-kenseurt Shōmu — kentañ gwezh en Istor Japan ma voe un impalaerez-kenseurt na oa ket eus an tiegezh impalaerel.[3]
Pevar mab en devoe Fujiwara no Fuhito, ha pep unan anezho a ziazezas ur skourr eus klann Fujiwara, ar "Pevar Ziegezh" : Fujiwara no Muchimaro (680-737) a ziazezas skourr ar Su (藤原南家 Fujiwara Nanke, "Tiegezh Fujiwara ar Su") ; Fujiwara no Umakai (694-737) hini an Norzh (藤原北家 Fujiwara Hokke), a voe lakaet da benn ar c'hlann a-bezh ; Fujiwara no Umakai (694-737), a oa e penn Maodiernezh al Lidoù, a ziazezas Tiegezh al Lidoù (式家 Shikike) ha gant Fujiwara no Maro (695-737) e voe boulc'het ar skourr Kyōke (藤原京家 Fujiwara Kyōke, "Tiegezh Fujiwara ar Gêr-benn").[3] Er bloaz 737 e varvas ar pevar breur, e diwezh an darreuziad brec'h a zraste ar vro abaoe ar bloaz 735.[9]
Marevezh Heian
An tiegezh pouezusañ e-touez ar pevar a rene politikerezh Japan er Marevezh Heian[10] e voe ar c'hlann Fujiwara. E-kerzh ar marevezh, ar skourr Fujiwara Hokke a zeuas a-benn da lakaat ar c'hargoù sesshō ha kampaku da vout hêrezhel ; lod izili eus ar c'hlann a voe e karg meur a wezh en o buhez hag evit meur a impalaer, a voe o margodennoù alies, tra man ae izili disteroc'h da lesaourion, da c'houarnerion pe vesgouarnerion ur rannvro, pe c'hoazh da samurai.
Gant ar re Fujiwara e voe ar veli diharz eus 794 da 1160 kent bout gwanet gant ar samurai betek staliadur ar shōgunenelezh kentañ er bloaz 1192 gant Minamoto no Yoritomo.
Daoust d'o galloud, biskoazh ne glaskas ar re Fujiwara distroadañ an diernac'h impalaerel, pa gemerent perzh enni dre zimezioù o merc'hed. E barr ar reizhiad-se e voe Fujiwara no Michinaga (966-1028), a oa tad-kozh da dri impalaer, tad c'hwec'h impalaerez pe impalaerez-kenseurt, ha tad-kozh da seizh kenseurtez all ; Michinaga e oa rener gwirion Japan d'ar mare-se, biskoazh neuze ne gemeras an titloù sesshō ha kampaku, pa oa brasoc'h e c'halloud hepto.
Klann Fujiwara eo danvez Makura no Sōshi "Levr ar pennwele" Sei Shōnagon (1002), ha Fujiwara no Michinaga eo unan eus andonioù Genji Monogatari Murasaki Shikibu (c. 1010).
- Politikerezh
Rejañs ar c'hlann Fujiwara e voe perzh pennañ politikerezh Japan a-hed an darn hirañ eus ar Marevezh Heian. Heian-kyō (Kyōto hiziv) e oa ar gêr-benn impalaerel adalek ar bloaz 794 (betek 1868, war-bouez c'hwec'h miz e 1180) en abeg ma oa digor war ar Meurvor Habask dre stêrioù ha ma c'helle rannvroioù ar Reter he zizhout dre hentoù.
Nebeut kent staliañ ar gêr-benn eno en devoa an impalaer Kanmu (736-806, ren 781-806) torret an enrolladur milourel ret ; dizale neuze e voe savet armeoù prevez gant ar c'hlannoù galloudusañ, Fujiwara, Minamoto ha Taira dreist-holl. En IXvet ha Xvet kantved, dre ma oant harpet gant ar vilourion, ez eas un darn vras eus ar veli gant an tiegezhioù-se, na blije ket dezho ar reizhiad sinaat lakaet e pleustr gant gouarnamant Heian-kyō a-fet telloù ha dasparzh an douaroù. Stabil e voe ar vro avat, ha gant ar c'hlann Fujiwara edo ar galloud tra ma kendalc'he lignez an impalaerion. Gant ar Pevar Ziegezh e voe melestret ar vro, ha gant ar re Fujiwara e voe gouarnet Japan ha meret hêrezh an tron. Buan e voe kemmesket aferioù ar Stad hag aferioù an tiegezhioù, koulz er c'hlannoù, ar manatioù ha lignez an impalaer.[11]
Ag ar bloaz 781 d'ar bloaz 823 e oa bet kreñv beli an impalaerion Kanmu (ren 781-806), Heizi (773-824, ren 806-809) ha Saga (784-842, ren 809-823), met krog e voe ar re Fujiwara da assevel o galloud pa voe an hokke Fujiwara no Fuyutsugu (775-826) anvet e penn gouarnamant an impalaer Saga ; e vab Yoshifusa (804-872) e voe an den kentañ er-maez eus lignez an impalaer o vout rejant, pa voe e vab-bihan kurunennet evel impalaer Seiwa e 858, hag e advab Fujiwara no Mototsune (836-891) en em lakaas da gampaku e 884 evit an impalaer Kōkō (830-887, ren 884-887).
Goude marv Mototsune e 891, an impalaer Uda (866-931, ren 887-897) a zeuas a-benn da advestroniañ gouarnamant an Impalaeriezh ; met pa zilezas e garg evit ma renje e vab Daigo (884-930, ren 897-930), e-sell ma oa da ren dre guzh a-drugarez d'an insei, e teuas a-benn mab Mototsune, Fujiwara no Tokihira (871-909) da ren betek e varv da 38 vloaz ; ar marv-se a zigabestras an impalaer Daigo. Pa renas e vab Suzaku (921-952, ren 930-946) avat, ar c'hlann Fujiwara en em lakaas e penn al Lez hag ar vro adarre, dre Fujiwara no Tadahira (880-949).[11]
Daoust d'an impalaer Daigo, ar c'hlann Fujiwara a gendalc'has da greñvaat a-hed ar ren : war wanaat bepred ez ae galloud kreiz Heian-kyō, ha koulz ar re Fujiwara hag an tiegezhioù all hag ar gloer a brenas mui-ouzh-mui a zouaroù hag a vanerioù (荘園 pe 日本, shōen) brasoc'h-brasañ a-hed an Xvet kantved. Da lezennel e troas ar shōen, dont a rejont a-benn da vout hêrezhel, e-maez an telloù hag e-maez pep enselladenn gant ar gouarnamant. Gwell e voe d'al labourerion-douar bout dindan beli ar berc'henned en eskemm ouzh ul lodenn eus an eostadoù. Nebeut-ha-nebeut e voe an dud hag ar shōen dreist pep lezenn impalaerel, ha de facto e tistrojont d'ar stad m'edont kent Adreizh Taika ar bloaz 645 — tri c'hantved kentoc'h.
A-hed dekvloaziadoù goude marv an impalaer Daigo e 930 e kreñvaas galloud ar c'hlann Fujiwara betek ma voe hollveliek el Lez ha ma kadorias ha digadorias impalaerion hervez e youl. Ne chome galloud ebet gant ar gargidi hag an ofiserion, ha gouarnet e veze Japan gant melestradur prevez ar c'hlann. "Diktatourion dre hêrezh" e oant, hervez an istorour George B. Sansom.[8]
- Diskar
Adalek kreiz an XIvet hag a-hed an Xvet kantved ez eas an eostadoù war wanaat hag ar boblañs war greskiñ, setu ma savas kevezerezh etre an tiegezhioù pennañ evit an danvez. War wanaat ivez ez eas galloud ar c'hlann Fujiwara endra greske hini ar samurai, a renas meur a emsavadeg. Brezel a voe etre ar familhoù stag ouzh hini an impalaerion — Fujiwara, Minamoto ha Taira — evit mestroniañ tachennoù brasoc'h-brasañ, ar pezh a zegasas gouarnamantoù lec'hel hag a zistrujas peoc'h an Impalaeriezh.
Betek kurunidigezh an impalaer Go-Sanjō (1032-1073, ren 1068-1073) e voe an tron dindan beli ar c'hlann Fujiwara : Go-Sanjō e voe an impalaer kentañ na oa ket e vamm eus ar c'hlann abaoe an IXvet kantved. Mennet ma oa da assevel ar galloud impalaerel dre ren en e unan ez embannas un aradennad lezennoù evit gwanaat ar re Fujiwara. War e intrudu e voe kadastret an douaroù evit ma vijent mestroniet gant ar Stad ; kalz shōen en em gavas e-maez lezenn neuze, hag ar berc'henned vras, ar re Fujiwara en o zouez, a zoujas na vije krennet war o zouaroù.
Gant an impalaer Go-Sanjō ivez e voe kefridielaet an insei er bloaz 984, dre an in-no-chō hajime ("Burev an impalaer kloastret"), da geñver retred an impalaer En'yū (958-991, ren 969-984)[12]. Dre an in-no-chō hajime e veze an impalaerion gozh gant ul lez ma ne oa ezel ebet eus ar c'hlann Fujiwara ; ar re-se a viras o c'hargoù, met disentezioù an impalaer a oa trec'h war o re. Buan e voe tabut e diabarzh ar c'hlann, en em rannas etre Norzh ha Su, tra ma c'houneze tadoù al lignez impalaerel muioc'h a c'halloud war an hini a oa o ren. Adalek 1086 betek 1156 e voe an in-no-chō en e varr, ha milourel kentoc'h eget keodedel e oa ar gouarnamant.
A-c'houde marv an impalaer Konoe (1139-1155, ren 1142-1155) e voe brezel a-zivout an hêrezh, ar pezh a roas tro da glann Fujiwara da adkemer ar galloud. Fujiwara no Yorinaga (1120-1156) a savas a-du gant an impalaer kozh en Emsavadeg Hōgen (保元の乱 Hōgen no ran) betek mervel e 1156 en ur gad enep an hêr goulakaet, a oa harpet gant ar c'hlannoù Minamoto ha Taira. Distrujet e voe ar c'hlann Fujiwara neuze, distreiñ d'an impalaer a reas ar galloud, ha diskaret e voe an insei pa voe al Lez dindan beli ar samurai. Bloaz goude e voe faezhet ar c'hlann Minamoto gant an hini Taira, a renas betek ar bloaz 1180.
E-pad o ren e vevas ar re Daira buhez al Lez hep teurel pled da gudennoù ar rannvroioù, betek ma savas Minamoto no Yoritomo ha ma voe trec'h war ar re Daira er Brezel Genpei (1180-1185) ; dindan beli ar re Vinamoto e oa an impalaer Antoku (1178-1185, ren 1180-1185), a oa 2 vloaz pa voe lakaet war an tron kent mervel da 6 vloaz.
Goude an drouziwezh-se e troas ar c'hlann Fujiwara war-du an arzoù hag ar c'houiziegezh, alese ar varzhed ha skrivagnerion Fujiwara no Shunzei (1114-1204) ha Fujiwara no Teika (1162-1241)[13].
E-kerzh an XIIIvet kantved, ar skourr Fujiwara Hokke en em rannas etre pemp tiegezh rejant : Ichijō, Konoe, Kujō, Nijō ha Takatsukasa, a oa sesshō ha kampaku bep eil tro. N'edo mui ar galloud gant al Lez en Heian-kyō, pa oa bet kemeret gant samurai ar maezioù. E-pad kantvedoù avat e chomas izili ar c'hlann Fujiwara kuzulierion, melestrourion ha rejanted an impalaerion, betek an XXvet kantved ma voe Konoe Fuminaro (1891-1945) Pennmaodiern Japan e 1940-41, evel ma voe Hosokawa Morihiro (*1938) er bloavezhioù 1993-94.
Levrlennadur
- (ja) マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
- Bauer, Mikael. The History of the Fujiwara House. Kent : Renaissance Books, 2020. (ISBN 978-1-912961-18-4)
- Farris, William Wayne. Population, Disease, and Land in Early Japan, 645–900. Cambridge : Harvard University Asia Center, 1985 (ISBN 978-0-674-69005-9)
- Nussbaum, Louis-Frédéric & Roth, Käthe. Japan Encyclopedia. Cambridge : Harvard University Press, 2005 (ISBN 978-0-674-01753-5) • "Google Books'. Kavet : 10 Mae 2021.
- Plutschow, Herbert E.. Japan's Name Culture: The Significance of Names in a Religious, Political and Social Context. London : Routledge, 1995 (ISBN 978-1-873410-42-4)
- Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)
- Takeuchi, Rizo. The Rise of the Warriors. In : 'The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
- Totman, Conrad. A History of Japan. Malden : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-119-02235-0)
- Weston, Mark. Giants of Japan: The Lives of Japan's Greatest Men and Women. New York : Regina Ryan Publishing, 2014 (ISBN 978-0-9882259-4-7)
Liammoù diavaez
- (fr) 'Dictionnaire historique du Japon '. Kavet : 18 C'hwevrer 2022.
- (en) {(ja) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 18 C'hwevrer 2022.
- (en) 'Japanese Wiki Corpus'. Kavet : 18 C'hwevrer 2022.
Notennoù
- ↑ (en) 'Encyclopedia of Shintō'. Kavet : 10 Mae 2021.
- ↑ "Holloueziadur bihan", 1996.
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Nussbaum & Roth, 2005
- ↑ 'Fujiwara family, in : Britannica.
- ↑ Totman, 2014.
- ↑ 6,0 ha6,1 Takeuchi 1999.
- ↑ Weston, 2014.
- ↑ 8,0 ha8,1 Sansom 1958.
- ↑ Farris, 1985.
- ↑ Ar re all o vout ar c'hlannoù Minamoto, Tachibana ha Taira.
- ↑ 11,0 ha11,1 Bauer, 2020.
- ↑ (fr) 'Dictionnaire historique du Japon '. Kavet : 10 Mae 2021.
- ↑ (en) Brower, Robert H. & Miner, Earl. Japanese Court Poetry. Stanforf : Stanford University Press, 1988 (ISBN 978-0-8047-1524-9)