Itron
Neuz
An itron (itronezed el liester) eo gwreg an aotrou, da lavarout eo gwreg perc'henn an douar, hag un noblañs alies, da vihanañ ken na voe diskaret ar renad kozh e Breizh war-lerc'h Dispac'h 1789.
Titl
Un titl e oa a veze graet
- eus gwragez an noblañs,
- eus ar werc'hez Vari, a vez graet c'hoazh an itron Varia anezhi:
- hervez al lec'hioù ma veze enoret ar Werc'hez Vari e veze graet Itron Varia Rumengol, pe Itron Varia Gwengamp anezhi;
- ton kantik Itron Varia Rostren zo sonet war ur bladenn gant Alan Stivell
- kantik Itron Varia Beg ar Raz zo dezhañ ur stumm ha ne vez ket kanet en ilizoù.
- hervez al lec'hioù ma veze enoret ar Werc'hez Vari e veze graet Itron Varia Rumengol, pe Itron Varia Gwengamp anezhi;
- eus ur vaouez dimezet
- alies e teu da-heul anv an aotrou: betek dibenn an XXvet kantved e oa stag anv an itron ouzh hini an aotrou; hervez al lezenn c'hall e c'hall bremañ ar maouezed dimezet dibab mirout o anv kent, pe kemer hini o fried.
- dre zismegañs eus ur vaouez lorc'hus, pe faeus.
Loened
- Itronezed a vez graet eus ur rumm bigorned, liv gwenn dezho.