[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Itaka : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: ar:إيثاكا, mk:Итака, sq:Ithaka
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 29: Linenn 29:
[[Rummad:Inizi Ionian]]
[[Rummad:Inizi Ionian]]
[[Rummad:Odysseia]]
[[Rummad:Odysseia]]
[[Rummad:Kumunioù Gres]]


[[ang:Iþacige]]
[[ang:Iþacige]]

Stumm eus an 15 C'hwe 2012 da 12:54

Itaka (e gregach Ἰθάκη, e gresianeg Ιθάκη), distaget /i"tak:\a/ [1], zo un enezenn eus ar Mor Ionian, er c'huzh-heol da Hellaz an douar-bras, hag er gevred da Gefalonia. Bez ez eo unan eus an Inizi Ionian ha tost da 5000 a dud zo o chom enni evit ur gorread a 96 km². Vathy eo he c'hêr-benn.

Itaka.

Mojennoù

Hervez Odusseia Homeros e oa Ulises, roue Itaka, o klask distreiñ d'e rouantelezh pa oa echu brezel Troja, met chom a reas da gantren er Mor Kreizdouarel, pan edo e wreg Penelope ouzh e c'hortoz er gêr hag o klask dizarbenn he danvez-priedoù.

Al lec'h mojennel a oa Ulises e roue zo disheñvel eus an enezenn anvet Itaka hervez ar glaskerien a-vremañ [2].

Istor

  • War-dro 2000 bloaz a-raok JK ez eus bet kavet roud eus annezidi en enezenn. Tost da gêriadenn Pelikaté ez eus bet dizoloet un toullad mat a vezioù eus mare an Helladik krenn hag eus ar Mykenian , ha mogerioù kiklopeat. E lec'hioù all ez eus bet diguzhet podoù pri eus ar mare geometrek (trebezioù).


  • E 1953 e voe distrujet an darn vrasañ eus batisoù an enez gant ur c'hren-douar.

Pennadoù kar


  1. Simboloù SAMPA brezhoneg
  2. en:Odysseus_Unbound