[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Martial Ménard o kinnig e c'heriadur en Oriant

An Dictionnaire français-breton, gant Martial Ménard, lesanvet ivez Geriadur Ménard, zo bet embannet gant Palantines, e Kemper, e 2012[1], anezhañ ar brasañ geriadur galleg-brezhoneg zo bet biskoazh.

Perzhioù hollek

Ul levr tev eo, ennañ 1465 pajenn, maketennet gant Kuzul ar Brezhoneg. E-barzh ar "Remerciements", en deus meneget Martial Ménard Divi Kervella a zo bet ar reizher pennañ pa oa anezhañ ur brezhoneger ampart-tre a oa bet savet gantañ meur a c'heriaoueg war tachennoù a-bep-seurt. Trugarekaet eo ivez Gi Étienne ha Yann-Baol an Noalleg a zo bet saverien geriadurioù arbennik (mezegiezh, stlenneg, matematik, fizik, kimiezh, armerzh). Holl labourioù savet gant Preder hag ar gelaouenn Lavar a zo bet implijet ivez.
Diwar lenn ar rakskrid sinet gant M. Ménard e-unan e c'heller gouzout ma 'z eus 48 611 pennger e lodenn bennañ ar geriadur. Da-heul e kaver div stagadenn lec'hanvadurel, an hini gentañ evit 1 956 lec'hanv eus Breizh hag an eil evit 549 anv bro, anv stad hag anv kêr-benn er bed, ar pezh a ra 51 116 en holl.

Evezhiadennoù war an embannadur kentañ

  • Brave: zo troet gant kadarn, ha mat, gant skouerioù. E Geriadur Hemon-Huon e roer pemp ger (kadarn, kalonek, dispont, disaouzan, mat), hep displegadur avat.
  • Farce : unan eus ar geriadurioù kentañ eo oc'h ober mat ar c'hemm etre "fars" (troidigezh "CUIS. farce") ha "farz" (troidigezh "far").
  • Vigilance: evezhiañs, evezh, evel e Geriadur Hemon-Huon, ma kaver evezhiegezh en tu brezhonek ouzhpenn.

Gerioù a vank

Sed amañ un nebeudig, kavet gant lennerien, hag a servijo en un adembannadur :

Adembannadur 2020

Adembannet eo bet gant Embannadurioù An Alarc'h er memes ment hag gant ur golo koc'hennet gant un tres mouk warni (e-lec'h unan wer). Kresket eo bet ken e kaver muioc'h evit 51 000 pennger enni, met 1453 pajenn e-lec'h 1465. Adwelet, reizhet ha kresket eo bet.
A-raok ar c'hentskrid bet savet gant Martial Ménard evit an embannadur kentañ ez eus bet lakaet un notenn verr gallek ha brezhonek diwar-benn oberour ar geriadur hag ur c'henskrid d'an eil embannadur sinaet gant "Herve Le Bihan, Professeur des universités, Directeur du Département de breton et de celtique de l'Université Rennes 2 / Skol-Veur Roazhon 2". Daou zen a zo meneget evel kenlabourerien, Brendan Le Corre, implijer hag adlenner buruteller ha Divi Kervella. Hemañ, kement ha Martial Ménard a zo roet dezhañ an titl a "c'heriadurour stourmer".
Resisañ a ra Herve ar Bihan eo bet embannet ar geriadur-se "dindan aotrouniezh Kuzul ar Brezhoneg". Islinennañ a ra m'eo ar geriadur treadegel enlinenn, Devri-bzh, an oberenn bouezusañ bet savet gant Martial Ménard.

Pa oa deuet er-maez ar geriadur brezhoneg-mañ e oa dija tost 50 000 pennger ennañ. Evit an embannadur-mañ eo bet adwelet, difaziet ha kresket diwar an notennoù a oa bet savet gant an aozer a-raok e varv. Tremen 1000 pennger ouzhpenn zo ennañ, bremañ.

(Tennet diouzh ar pevare pajenn c'holo)

Notennoù