[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

voulouz

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Anv-kadarn

voulouz /ˈvuːlus/ hollek gourel (liester : voulouzoù)

  1. Gwiad e seiz er penn kentañ, met bremañ e koton, e gloan pe en un danvez sintetek, gant blev berr ha stank diouzh un tu
    • Hag ur banniel voulouz-satin-gwenn
      Un troad olifant flour d'he dougen.
      [1]
    • An dud yaouank a zo gwisket kaer
      Seiz, voulouz, dantelezh luc'h...
      [2]
    • Me yelo d'he welet henoazh,
      Ur voulouz ganin, hag ur groaz...
      [3]
    • En he sklaerañ doare edo al loar, met dre ma 'z oa mouchet ar prenestroù gant stalafoù prenn ha stignoù voulouz tev, ne weled takenn er gambr. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 18.)
    • [...], o lakaat traoñ ar stignoù voulouz da virviñ evel spoum. — (Roparz Hemon, An tri boulomig kalon aour, Al Liamm, 1961, p. 9.)

Deveradoù

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :