trompilh
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
trompilh /ˈtrɔ̃mpiʎ/ /ˈtrɔ̃mpilj/ benel (furm vihanaat : trompilhig, liester : trompilhoù)
- Benveg seniñ kouevr hep lañchenn, dezhañ ur founilh ledan
- Mat, hennezh, ar martolod yaouank-se, a yoa gant e drompilh, ha ne ehane da seniñ kaer a yoa tennañ, kaer o doa mont d'an douar, ar re a yoa en e gichen. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 220.)
- Pa glevaz keriz an drompill o soun, e oue enkrez e meur a galoun; trompill ar zitoïaned ne drompille nemed evit an drouk. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 213.)
- [...] gant Tachoires Gonzague, eus Arkachon, ur mailh war an drompilh hag ur c'hoarier kartoù na gave den da vezañ trec'h dezhañ, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 141.)
- [...] : « Arsa, emezon, daoust hag e vanimp evelhen da dermal ken na sono trompilh ar varn diwezhañ ? » — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 17.)
- (Dre fent) Mouezh (diwar-benn an dud)
- (Dre hevelebiezh) Organ hir, anezhañ fri astennet al loen, a dalvez dezhañ da bempvet ezel, ma c'hell kemer traoù drezañ, sunañ pe strinkañ dour, hag all (diwar-benn an olifanted ha loened a denn dezhe).