stlepel
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn stlap hag al lostger -el.
Verb
stlepel /ˈstlepːɛl/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : stlapet) (displegadur)
- Kas (un dra bennak) pell dioutañ gant nerzh
- Reiñ a reas urzh d'he stlepel e-touez ar sklavourezed, d'he magañ evelte, ha dhe lakat d'ober al labourioù diesañ, hep truez ebet ouzh he yaouankiz. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 518.)
- OESTERMARK. (en ur stlepel gant herr e dog pell dioutañ) — Flatret omp bet, ha setu eno ! — (Jarl Priel, Kazh ha Logodenn, Al Liamm niv. 91, Meurzh-Ebrel 1962, p. 136.)
- Tennañ a eure prim-ha-prim e borpant-stamm glas-du, lemel e vragoù-flanella da sul, diwiskañ e roched c'hlas ha stlepel e votoù-lien dioutañ. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 59.)
- Stlepel moged:
- Ar chiminal-se a stlap moged. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 41.)
Deveradoù
Troioù-lavar
- kaout arc'hant da stlepel : kaout arc'hant n'eus forzh pegement
- stlepel ar billig goude an trebez
- stlepel kuit
Gerioù heñvelster