annev
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (anneff, anneffn).
- Da geñveriañ gant ar gerioù einion en kembraeg, anwan en kerneveureg, inneoin en iwerzhoneg
Anv-kadarn
annev /ˈãnːɛw/ benel (liester : annevioù)
- Tolzenn vetal bounner dalc'het start war ur sichenn brenn a dalvez da c'hoveliañ pezhioù metal
- — Grit rebechou c'houero, aotrou roue, hag ho taoliou ne daint ket dounoc'h er galon eget n'ez a taoliou morzol ar gof en e anne. [...] ? — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 17.)
- E vouez a zo kentoc'h mouez eur morzol war an anneo eget mouez eun den. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 22.)
- Ha setu o zalvoudegezh :
« An hini a ziframmo ar c'hleze-mañ diouzh an annev, hennezh a vo ar roue dibabet gant Jezus, hor Salver. » — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 48.)
- Unan eus pevar askornig ar skouarn grenn zo etre ar morzhol hag ar stleug.
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet annew.